en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Digeriñ enez Berder d'an holl : setu c'hoant "Berder Ensemble"

Digeriñ enez Berder d'an holl : setu c'hoant "Berder Ensemble"

E bro an Alre, e-tal an Arvor-Baden, emañ enez Berder. Prenet eo bet an enezenn e 2016 gant ar strollad Giboire, brasañ marc’hadour tiez Breizh, gant ar soñj sevel un ostaleri pompadus warni ha betoñsiñ an enezenn d’ober ur parkva hag ur spa. Ar gevredigezh « Berder Ensemble », a-gevred gant kevredigezhioù all difenn an endro, he deus stourmet a-enep ar raktres-se betek ma vefe nullet PLU ar gumun a aotree raktres Giboire, e 2023. Goulenn a reont bremañ digant ar galloudoù publik prenañ an enezenn evit gwareziñ anezhi. Raktresoù e-leiz a zo ivez gant « Berder Ensemble » evit dazont al lec'h. Muioc'h a zisplegadennoù gant Brendan-Budok Durand Le Ludec, a zo ezel eus ar gevredigezh. Emañ ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.



Hag un diskouezadeg a zo betek fin ar miz e sinema Ti Hanok en Alre diwar-benn enez Berder ha stourm ar strollad « Berder Ensemble ».

Ouzhpenn da-se he doa « Berder Ensemble » kaset Michel Giboire dirak ar justiz evit ur prosez all. Rak annezet en defe eñ un ti pesketa war an enezenn diaotre hervez ar gevredigezh. Met kollet eo bet ar prosez diwezhañ-mañ gante da heul diviz al lez-varn terriñ. Ma fell deoc'h sikour « Berder Ensemble » da baeañ he frejoù justiz e c'hallit skoazell dre ar c'houlzad arc'hantaouiñ a zo war ar bajenn internet « HelloAsso ».

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio